Degemer al lec’hienn > Stlenneg > C’hoari Blu-Ray gant VLC
C’hoari Blu-Ray gant VLC
Gwener 27 a viz Gwengolo 2024, gant
Holl stummoù ar pennad-mañ : [brezhoneg] [français]
Posupl eo sellet ouzh Blu-Rays gant VLC gant skoazell MakeMKV, hep o ripañ.
Staliañ VLC ha MakeMKV.
Diwar ar c’havlec’h staliañ MakeMKV, kopiit libmmbd.dll pe libmmbd64.dll e-barzh ar c’havlec’h staliañ VLC. Adlakait e anv da libaacs.dll. Eilañ anezhañ en-dro hag adenvel an eil eiladenn da libbdplus.dll.
Digeriñ MakeMKV ha gweredekaat anezhañ gant an alc’hwez beta pe an alc’hwez prenet ganeoc’h.
Enlakaat ar bladenn, lezel MakeMKV da anavezout anezhi.
Digeriñ VLC, digeriñ ar bladenn evel Blu-Ray.
Marteze e vo ret deoc’h aotren programmoù zo (VLC, MakeMKV hag all) da vont e darempred gant ar memor gwarezet hag ar c’hefluskerioù CD-ROM dre « Diogelroez Windows » er Panell Reoliñ.
Evit adtapout an alc’hwezioù AACS diwezhañ, implijit ar skript PowerShell eus an diaz GitHub :
https://github.com/ILPlais/GetFindVUKOnllineDB/blob/main/GetFindVUKOnllineDB.ps1